Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kerkent Gwenole a bignaz war he varc’h, hag a redaz da ger Is, sonjal e c’hallje c’hoaz distrei divar-n-hi brec’h Doue. Siouaz ! tremenet e voa ann amzer a druez. Pa en em gavaz ann abad santel, war dro hanter-noz, sklujou Is a oa digor, hag ar mor a groze spontuz o tirolla war ann dud, war ann tiez hag ar palezou. Gwenole ne c’hallaz savetei nemet Gralon hep-ken. Gwelet a rear c’hoaz roudou treid he varc’h, er garrek, a deue war-n-hi aboue abaded Landevennek, a-rok kemer ho c’harg, da ober ho fedenn ha da anaout ar roue Gralon evid diazezer ho abati.


Ker Is n’ema mui ; evel Sodom, Gomor ha Babilon, hirio ar mor a ruill dreist-hi.


Da zao-heol, Gralon, o veza pignet gant Gwenole war lein Mene-Homm, a daolaz ac’hano eur zell truezuz war he lerc’h, hag el lec’h ma’z edo ar ger a Is, na welaz mui nemet mor Douarnenez. Koueza a reaz d’ann daoulin evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez da veza saveteet he vuez.


Pa zavaz diwar he zaoulin, e welaz dindan ann heol o lugerni, Ru-men goulou pe Men-ru-ar-goulou, a veze lazet war-n-han tud vraz, ha beb miz eur bugel bihan o tena he vamm. — Neuze, beuzet enn he zaelou, hag he zaoulagad savet war-zu ann env, e lavaraz d’he vignon zantel : « War ar men ru-z-hont, gwestlet da eunn Doue didruez, me a rai sevel eunn iliz kaer d’ar Werc’hez, hag el