Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
TELENN REMENGOL
SALUD HA KENAVO DA REMENGOL
————
SALUD DA REMENGOL
————
D’ANN AOTROU F.-M. LUZEL
Da zul pardon braz Remengol, a bad pemzek deiz, ann henchou a vez goloet a belerined , darn bet klan gant klevejou danjeruz ; darn all, distro diwar ar mor, pe euz ar brezel. Mont a reont diarc’henn hag e korf ho rochedou ; holl en em strinkont d’ann daoulin rak-tal ma welont tour ann iliz santel. Aliez en em gav ive enn ho zouez, eur c’hloarek iaouank bennag. Deut evit ho gweach kenta, hag enn eur ouela, gant laouenedigez, e lavaront :
|
Salud, douar burzuduz, war b’hini bep kammad, |