Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


» War va zreid noaz ’z inn d’ho kwelet,
» D’ho ti, d’hoc’h iliz holl Remed. (bis.)

» Seiz tro a rinn d’ann aoter vraz,
» War va daoulin, d’ar pardon braz ; (bis.)

» Ha seiz tro d’hoc’h iliz santel,
» Gwerc’hez, patronez Breiz-Izel. (bis.)

» Ann dud kez, Itron Varia,
» Da roi d’hoc’h n’ho deveuz netra, (bis.)

» Na gouriz koar, na goulaouenn,
» Netra, netra !… ’met ho fedenn. (bis.)

» Evel-t-ho siouaz ! me zo paour,
» N’am euz ’met ma bleo melen-aour. (bis.)

» Me a roi d’hoc’h eur gurunenn,
» A vo gret gant ma bleo melen ; (bis.)

» Gret gant bleuniou koant ar parkou
» Ha glizennet gant ma daelou. » (bis.)

Eat eo enn hent Kaourintinik,
Enn he dorn eur wialennik ; (bis.)

Enn he c’halon, feiz, karantez
Ha nerz deut digant ar Werc’hez. (bis.)