Pajenn:Lescour - Kloarec koat ar rannou.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN HINI A GARAN


————

War eun ton neve.

Ann hini a garan ’zo koant evel ann heol.
Karantezuz evel Gwerc’hez vad Remengol.
Doue Sent Breiz-Izel, Doue va zadou koz,
D’ann hini a garan roit bepret ho pennoz.

Ann hini a garan ’zo dous evel al louar,
En noz, pa sklerijen bugale ann douar.
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan ’zo vel ann alc’houeder
D’am c’halon paour e kan soniou, gwersiou tener,
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan ’zo vel ann durzunel,
Pa ve maro he far, enem doll da vervel.
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan ’zo eun elik Doue,
Eun elik dous a ra joaustet va bue.
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan a zo dous he hano,
Evel ar mel eo mad, koant evel ar bleunio.
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan em c’halon a chomo,
’Tre ma vin e bue, ha goude va maro.
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan gane-me, en disheol,
A reposo eun deiz e bered Remengol.
Doue Sent Breiz-Izel, etc.

Ann hini a garan, e palès ann Drindet,
Gane-me, da viken, a vo karet, karet.
Doue Sent Breiz-Izel, Doue va zadou koz,
D’ann hini a garan roit bepred ho pennoz.

I.-P.-M. AR SCOUR,

Barz Itron-Varia Remengol.