Pajenn:Lescour - Kloarec koat ar rannou.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


War ar goabren ar Werc’hez ha Sent koz Breiz-Izel,
’Deuz kurunet Gwenole hag he vestrez santel,
Barzet ann amzer gwechall, drant, war ho zelennou
Da Zoue, e brezounek, a gane ho gwersiou.

Sebeliet e korf Metik, kichen korf Gwenole,
Ar maro ’n deuz unanet ann eil gant egile.
Eur c’hloarek karantezuz ’n deuz war ho be skrivet
Ar c’homzou truezuz man, gant he zaëlou mesket :

« Aman e repos, e peoc’h, kloarek koat ar Rannou
» Den a feiz hag a galon, den a garie he vro ;
» En e gichen eo kousket penn-herez Kersanton,
» Metik, ann elik Doue, maro gant rann-galon !!! »

O gwerc’hez vad Remengol, setu ho taou vuguel
Kousket e tal hoc’h Iliz ha dindan hoc’h askel,
’Vel eur Vamm garantezus war gavel he mabik,
C’hui dolo evez war be Gwenole ha Metik !!!

Kleier, ograou Remengol, truezuz c’hui zono,
Barzet ha pelerinet, daëlou c’hui a skuillo,
War be Metik, Gwenole, pa rafet ho peden,
Eur beden a garantez ha karget a anken !…

Bevit e doujanz Doue, tud iaouank Breiz-Izel,
Pedit Gwerc’hez Remengol evit ma viot santel ;
Sonjit ive e Metik, sonjit e Gwenole,
Bezit evel d’ho fidel ann eil d’egile.


————


Koat ar Rannou, (Rann, Rannou, chants, séries), bois des chants ou des séries. koat braz e dero a zo e kichen, ha d’ar zao-heol da ilis Remengol. Ann Drouised, beleien ar Vretonnet gwechal c’hoas difeiz, a droc’he bep bloaz, gant eur gontel aour, e Koad ar Rannou, eul louzaouen, hanvet huelvar, p’hini a zao war ann dero.

Barz, barzet, (barde, poëte). Bep bloaz ive enem gave e Koat ar Rannou hag e Rumengoulou, hirio hanvet Remengol, Barzed ann Arvor. Ar re-ma a oa tud a skiant pere a gane gwersiou, great gant-ho, war ann traou kaer erruet er vro, kana a rent ive meuleudi Teutatès, Doue faoz, p’hini a oa enoret el leac’h e ma brema iliz Remengol. D’ann hini vije