Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7


Discours evit goulen eur Plac’h Neve da eureuji, gant ar Respont conform evit e rei.


————


Goulen. Debonjour dêc’h, Compagnunez,
Salud gant laouenidiguez ;
pa ho qüelàn aze assamblet,
Dibreder ha qer brao güisqet,
E credàn mad oc’h eus amzer
Da zelaou eun daou pe dri guer.
Ni a zo amàn tremenedi,
Carguet demeus a guevridi :
Lavarit demp eta bremàn
Peseurt hano en deus ar guêr-màn.
Respont. Ni a rent ar memes salud
Dêc’h oc’h-unan coulz ha d’ho tud.
Sansipl omp d’ho complimantchou,
coulz ha d’oc’h oll reverançou,
Hac hon eus calz a interest
Da supposi oc’h tud honest ;
Mes mar dêo tremen e fell dêc’h,
N’hon eus affer abet ganêc’h.
G. Ouz ho clêvet o parlant,
Me gred oc’h eus calz a dalant,
Hac e velàn ive ractal
E zoc’h Eur en gout da farçal,
Pa zêo güir na respontit qet
D’ar pez a meus goulennet ;
Mes ni a zo deut eus a bell,
Ha mar chomomp-ni discabel,
Ec’h alfemp-ni goude c’hoezi,
Dont da drapout eur pleurezi.
Rac-se, permettit demp souden
E c’holofemp brêmàn hor penn :
Mar cavit eo zo difêçon,
Levarit demp-ni ar rêson.
R. A viscoas e meus bet clêvet