Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6


Ha ni, merc’hed yaouanq, laqomp hor fantasi
Da enori ar Verc’hes, pini a hanver Mari :
Imitomp he fervor ; beza e zeo ive
Rouanez an douar hac ivez eus an êe.
Me zo en em velet hirio eus a eun dra,
Ha n’en dòn gouiapl na capapl aneâ ;
Rac me zo eur plac’h yaouanq ignorant,
Hac e meus nebeut a sqiant ;
M’am bije bet eun tam disqamant,
M’em bije têod avoalc’h evit parlant.
Mari Lipiq, mignonet, hirio sur a lavar
N’eus nicun er gompagnunez n’e c’har :
Mes ar re e enor o tont d’e asista,
Eus ar re-ze sur e deus calz a joa :
Mes eun all zo ordrenet dei da garet ;
Cetu ama e hano : Yan Baron e zêo hanvet.
Arça ta, Compagnunez enorabl, me ho ped,
Pa zomp amâ oll en em rassamblet,
Eun tol chanç e ve demp en em gafemp james,
Hep mancout hini ebet assambles.
Ne meus na pouvoar, na gallout
Da ober reson dêc’h-hu tout.
Mes breman e zàn da eva eur banne
D’ho yec’het oll an eil hac eguile.

Eva ra eur banne da yec’het an Den Yaouanq.

Me ya c’hoas da eva eur banne
Da yec’het an den Vaouanq ive :
Hac evit ma vezo ganêc’h anavezet,
Charlezic Mistiflor o zêo dre oll hanvet.
Dêc’h-hu-ta, Mistiflor, bremàn e reqetàn
A bep seurt madou er bed-màn,
Hac oll soùet var ar bed, mar dê gant Doue destinet.
Ma vijen tenzorierez var oll tenzoriou ar bed,
A netra ne vijec’h refuset ; mes Doue en deus gouarnet
Evit bea er bed meulet : evomp eur banne d’hor yec’het.