Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4


Güelet oc’h eus ha plac’h ha greg :
Ha n'êo qet contant ho speret ?
Arça eta, va mignon bras,
Qent ma qüittaimp-ni ar plaç,
Digassit deomp ar Plac’h Nevez,
Gant cònje he zud hac he lignez,
Evit laouennâd he fried,
A zo meurbet goall gontristet.
Goulen a reomp a galon vad,
Gant oll bennos ha mam ha tad.
Hac e oll guerent, Cathel an Dourdous,
ha Yan Gundu, gant e doc plous,
Da vont d’an Ilis da eureuji,
Evit achui an demezi.
Qer brao, va mignon, e comzet,
Ho refusi na ellàn qet :
Brêmaic souden, en eun istant,
Me laqai ho speret contant,
O presanti dêc’h an objet,
Ha n’êo qet mez sur e güelet.
Cetu amàn eur fumelen
Qer caer evel eur giroflen ;
N’eus na fourdilis, na levant
Evelti qer rejouissant :
Avancit eta, Den Nevez,
Evit rêi an dorn d’ho mestrez.
— Didostait eta, va mignon,
Bremâ demeus a greiz ho calon,
Da ziguemeret ho pried, ha dalc’hit mat dezi bepred
Er c’hlénvet hac ar yec’hed pa viot unisset.
Neo qet qer fall ho qevridi,
N’antreot sur ebars en ty
Da benn an daul vit e c’herc’hat :
Graç dêc’h ho taou da veva ervat
E doujanç Doue, m’o recevo
En e c’hloar goude ho maro.