Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/51

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






DEVERIOU AN DAOU BRIED


AN EIL EN ANDRET EGUILE


————


(Chabistr 6 eus ar C’hod Civil.)


An daou Bried a dle chom fidel an eil d’eguile, hac en em zicour an eil eguile.

An ozac’h a dle difen e vreg, hac ar vreg senti ouz he ozac’h.

Oblijet eo ar vreg da ober he demeuranç gant he ozac’h ha d’e heulia en qement lec’h ma caro chom.

An ozac’h a zo oblijet d’he diguemeret en e dy ha da fournissa dezi qement tra a zo ret da gaout evit beva hac en em wisqa, hervez e c’halloud hac e stat.


————


Cetu aze ho teveriou :
Dalc’hit mad dê da bep heuriou.
Mar bezit fidel entrezoc’h,
Ar barados a c’honezoc’h.



E Montroulez, et ty Lédan, ru pont-an-Itron-varia.