Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48


Hac a vo grêt en form eun ty,
Evit respont d’an dremenedi.
Ha c’houi ive, va mignon qèz,
Mar oc’h eus marc’hadourez
Pe da brena, pe da voerza,
Partiit buan gante da guenta,
Evit Montroulez pe Gastel,
Hac e profitot ne vo qet pell ;
Eno e cafot honestamant
Peadra evit hoc’h arc’hant.
Eur garante evel honnes
Ne all qet finissa james.
Credi a ràn hoc’h eus pedet
Jesus hac e Vam beniguet
Da asista en hoc’h eured.
Demp-ni bremàn, compagnunez,
Da offr hor peden assambles
Er sacrifiç an oferen,
Da c’houlen graçou souveren ;
Hac evidomp hac evite,
Goulennomp graçou ouz Doue.
Er fin, o tont da finissa :
Dalit he dorn, croguit ennâ ;
Promettit dezi fidelite,
Hac hi a brometto dêc’h ive.
Cetu aze he dorn deo
Doue dre e c’hraç d’ho cunduo.


FIN.

Propriété.