Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3


Santout a ràn, dre ho comzou,
Coulz evel dre ho complimantchou,
Ho poa ezom eun dra benac ;
Me meus em zy eur vanden vat
A c’hraguez coulz ha plac’het,
Mes neus nicun anê blesset.
Ar blesseur en deus ar plac’h-se
A vezo certen prest pare,
Hac he servicher, coulz hac hi :
Digassit-hi deomp deus ho ty ;
N’ho pezit morse nep chagrin,
pareet vo hep dale fin.
Evit contanti ho speret
Me a ya etouez ar merc’het.
Cetu amâ unan dirazoc’h,
Ma na blich dêc’h, dificil oc'h ;
Eur vaouez adret ha lijer,
Hac a voar bravic e micher.
En em lacat a rit en risq
Da gaout eun affer meurbet trist ;
Evit beza ar vreg-se en ho ty,
Na ellit qet dispos diouti.
Me a vel, n’ouffec’h qet e nac’h,
E fell dêc’h sur guelet hor plac’h :
Cetu ama eur pla’h yaouanq
Jentil ha coant, guyê ha galant :
N’eus goas er seiz parros tosta
A refusfe certen houmâ.
N'êo qet da veza refuset,
Ma vije dìn-me permettet.
Plac’hic yaouanq, savit ho penn
Da zellet ouz ar gristenien :
Abars nemeur, me a esper,
Ho pezo eur güir servicher.
Me gred o zoc’h re importun,
Hac o chomfoc’h sur hep nicun.