Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47


Peb den zo gant Doue choazet
Evit beza eürus ha salvet.
Hoguen ret eo goude goulen
Beva just en güir Gristenien.
Contemplit ar societe
A zo entre an douar hac en êe ;
Goulennit bepret digant Doue
Courach ha nerz d’ho liberte
Evit ober peb tra parfet,
Evit se e zoc’h digasset.
Retorn a ranqit adare
Da renta cont da eun Doue.
Gout a rit, ne zouetàn qet
N’oc’h eus eun adversour er bed.
An adversour-ze eo Satan,
Siouas deomp oll guittibunan !
Pa falvezo d’an drouc-speret
Dont da debochi ho speret,
Respontit : Abrenuntio,
Ha lavarit : sinet eo.
An Autrou-Doue eo ar brassa ;
Enor ha gloar rentomp dezà,
Evit goude beza labouret,
Hervez hon nerz hac hor yec’het,
Pa c’hefet divar an douar,
E recevet eur gurunen er Gloar.
Ouspen, er goalen a eured
E zeo ar garante comprenet ;
Dre ma zêo rond ar voalen,
Ne all finissa birviqen.
Ne zeus fors absolumant :
Ret mad eo da eun den parlant ;
Ma ne respontomp qet an dud,
E teufent da lavarat e zomp mud.
Sònjet hon eus da ober voell,
Sevel amàn eur zantinel,