Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46


Pehini a ellàn credi certenamant
A rejouisso meurbet ho santimant ;
N’en dêo qet eur c’hêlou hep netra qen,
Rac cetu amàn dirazoc’h suramant eur femelen
Pini a lavarac’h, va mignon,
A blije meurbet bras d’ho calon.
Cetu amân, me gréd, eur femelen
A zo caeroc’h eguet eur chinofen,
Roz, na fourdilis, na levant :
Speret an oll a rent contant.
El lec’h ma ve tevalijen e laqa pep seurt sclêrijen :
Caer eo evel eur stereden, qer caer hac ar verelaouen.
Roit an dorn deo dezi brêmàn,
D’e c’hass ganêc’h demeus an ty-màn :
Ha mar er grit, clêvit eur guer :
Diouallit eus ar goalinier
Eus a zorn Doue oll-buissant,
Da bunissa an dud mechant.
Me a lavar ar goalinier
Eus e furor hac e goler.
Da lavaret eo, ar c’hollou,
Ha calz demeus a valeuriou
Pere a eller da evita
O veva gant graç Doue er bed-mâ.
Bevit bepret ho taou en doujanç Doue,
Hac ho pezo certen peb seurt prosperite.
Peguement benac hep nep douetanç,
Ec’h ouzoc’h mad qement-se en avanç.
Gant ho permission e lavarìn brêmàn
Ebars eur guer pe zaou, va zelaouit amàn :
Qemesqet eo, allas ! atao buez an den,
Bepret demeus a joa hac a anqen ;
An tieguez zo eul lest,
Exposet da veur a dempest :
Ret eo dêch beva en güir union,
Ha Doue a roy dêc’h e venediction.