Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45


Goude bennos ar Verc’hez, aroc mont eus an ty,
E c’houlen a vouir galon diganêc’h hoc’h hini :
Or ta …………… deut eta a vouir galon
Da rêy gant ho puguel ho penediction.

Evit ar Vam.

Ha c’houi, mam garantezus, pini deus he maguet,
Eur mennat a c’houlennàn, ha n’am refuset qet :
Ho pennos a c’houlennàn ganêc’h evit ho puguel,
Evel a eure gueachal ar Patriarch santel.
Bennos breudeur ha c’hoarezet ive pareillamant,
Hini paeron, maeronez, mar maint amàn presant,
Hini ar Zent, an Æles, hac hini ar compagnunez
O deus grêt dêi an enor d’e asista en e devez.
Ha brêmàn demp, en hano santel a Zoue ;
Goude renta hon hommach, oblijet omp da ze.

Brêmàn e ve lavaret eur Bater, eun Ave hac eun De Profundis, hac e saver er za.

Savit ta, Merc’h Yaouanq, da zont da dy Doue,
Evit effectui en antier ho promesse,
Da virat fidelite bete fin ho pue,
Ha goude d’en em velet en barados Doue.




DISCOURS
Pa roer eur Plac’h, hac evit êchui tout.


Qemerit, va mignon, eun nebeudic courach,
Rac êru oc’h souden er fin eus ho peach ;
Ha ne c’houlennàn qet mui nemeur a dermen,
Rac me vel eo êchu brêmàn va zrajadien.
Me a garfe certen demeus a greiz va c’halon
Caout assur eun nebeut a gonsolation.
Didostait amàn en qichen d’an treujou,
Ha me a royo dêc’h gant joa vras eur c’hêlou