Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/46

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44


Ni ne glascomp nemet eur vaouez,
Hac hor bezo ni assur abars paouez ;
Rac goall difêçon eo güelet eur goas
O vont d’an ty forn gant e doas ;
Ha dreist-oll, pa ya da oza e guerc’h,
E veler ar merc’het o redet var e lerc’h.
Eleal, emàn a zo eur potr lippet mad,
Coulz evel ma voa e vam hac e dad ;
Rac e vam gôs coulz hac e vam iou
O devoa, a gredàn, peder vorzed o diou.
Me ho suppli, en graç, compagnunez,
Hac o ped a galon da gaout ar vadelez,
Mar teufe dìn-me dont da vancout,
Deut d’am sicour dre oc’h oll gallout.

Pa êruer ouz an Daul.

Arça, Compagnunez, mar teuàn d’oc’h arrêti,
Bezit ar vadelez da zont d’am excuzi.
Stoùomp eta d’an daoulin da c’houlen ouz Doue
Ma teuyo d’hon asista en devez a hirie.
 

bréman e taouliner.

Doue oll buissant en ên evel en douar,
Ma meus hoc’h offancet, e meus eur güir glac’har :
Cetu me d’an douar dirazoc’h prosternet,
Ma vo ho madelez accordi dìn eur reqet.
Ho pennos, va Doue, eus ar pez a c’houlennàn,
Evel ho servicher a zo daoulinet amàn,
Evel goechall Sant Yan, pa vadeas hon Zalver,
A glêvas en êr eur voez abeurs an Tad Eternel :
« Ennes e zêo va Mab, an hini muia caret ;
» Va c’hraç ha va bennos a vo gantàn bepret. »

Brêmàn e sao hac e tistro eus ar guerent.

Goude beza goulennet benediction doue,
E felfe dêi caout brêmàn hini e zud ive :
Cetu ho merc’h d’an douar dirazoc’h prosternet,
O renta dêc’h-hu hommach, evel ma zêo dleet :