Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40


En hoc’h avantach ordinal.
Ganêc’h m’en em gav estonet,
E qever an nôr êruet ;
Rac me a gavje dêc’h-hu güell
Chom en tu all d’ar porastel,
Bete gouzout ha ni hor bije
C’hoant d’ho receo amâ hirie.
Evel ma zoc’h tud a enor,
Deut demeus a zirac va dôr ;
Ne fell qet dìn ho rebuti,
Na qen nebeut dont d’ho choqi ;
Clêvet a garfen libramant
Petra eo sur ho santimant.
Evit ne ellot qet ignori,
Clêvit bremàn va c’hevredi :
Me gonto dêc’h a boent a boent
Evit petra omp deut en hent
Ha mar domp amàn arrêtet,
Ec’h ouzoc’h erfat ar sujet.
Achui ràn va c’homplimant,
Respontit dìn presantamant :
Troit ho qein hac hit d’oc’h hent,
M’ho cav qer sot bremàn ha qent ;
Reir e chommit d’ober demp brut :
Torchit ho peg hac hit d’ho clud.
Hervez m’ho clêvàn o parlant,
Oc’h eus dresset ho complimant :
Me gred oc’h bet er c’hademi,
P’otramant er philosophi.
M’am be c’hoant doc’h antreteni,
Me ho pedfe da antren en ty.
Clêvet a garfen ar rêson
Deus a betra eo qestion,
Pa ho qüelàn deut en eur vanden
Da guichen hon ty d’hor surpren.
Eur joa vras a meus-me meurbet,