Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39


Va mignon, ho complimant zo civil.
Cetu amàn eur plac’h yaouanq,
Hac e deus eur galon ardant,
Hac a dle plijout d’ho fantazi,
Pe oc’h dies da gontanti.
Ni hon eus-y diguemeret,
Ha ne qet da veza refuset ;
Pa vo êru an heur, mar car,
Ni zo prest da choas dêi he far.
Mes eun all a c’houlennomp c’hoas,
Hac a zo blesset en ho scoaz,
He zervicher qercoulz hac hi ;
Eru eo ar poent da zepari.
O presanti dêc’h an objet
Pini oc’h eus dija goulennet,
Ouspen, ni o choulen pardon,
Mar hon eus bet divizion.
Didostait ta, den a zevez,
Pa ziguemeret ho mestrez ;
Ni he ro dêc’h a galon vad,
Gant cònje he mam hac he zad ;
Cònje he c’herent hac he lignez,
Da antren ganêc’h en priedelez.
Pedit Jesus, roue an Tron,
Da rêi dêc’h e venediction,
Ha d’hoc’h asista evel a eure
En eured Cana en Galilee.
Cunduit eur vuez vat,
En doujanç Doue, hervez ho stat,
Ha goude monet da repos
Gant an Ælez er Barados.
Parlant a rit qen delicat
Evel pa vec’h eun avocat ;
Ma vec’h pignet en eur gador,
E sònchfet vec’h eur predicator.
Manific ec’h ouzoch cozeal