Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2


Ac’hane e vezo cunduet d’an Ilis,
Betec an Auter, evel ma zêo reqis
Evit ober eur memes contrad
Evel a eure goechall he mam eus he zad.
Eno neuze e vezint eureujet
En presanç Doue hac an asistantet,
Gant solanite vras an Ilis.
Comzomp brêmàn on bêr divis :
Me eo an hini a zo choaset
Da bedi evit ar plac’h a Eured,
D’e fedi ha d’e enori,
D’e asista da eureuji.
N’ouzòn qet sur a Gomplimant,
Ha n’oun qet custum da barlant ;
Mes yaouanq òn, hac o tesqìn :
Mar plich ganêc’h va excusìn.
Qer brao oc’h eus lemmet ho têod,
Evel eur falc’h da drêc’hi yêod,
C’houi oc’h eus eur sac’had langach,
Ha n’en dêo qet allamagnach.
Preparet oc’h eus ho tiscoursiou,
Ha studiet mat ho rimou ;
Mes abars ma viot er penn e vezo tom ho chaqeden.
Ni zo o clasq eur goulmic venn hac a ra hon anqen ;
C’houi a elfe renta rêson
Deomp-ni diouti, va mignon.
Pa gomzit eus a goulm, oc’h en em goall gavet :
Ho qentel o ouzoc’h, ha caer e zêo rimet.
Ma vijen bet er c’hademi,
Me a rêsonje coulz ha c’houi,
Hac a denje eun tol latin
Ouzoc’h dre ma zoc’h eur potr fin.
Eun den yaouanc zo en hon touez abaoue pemzec dez,
En devoa arêtet da bares eur plac’h eus ho compagnunez ;
Bez o tle beza anavezet :
En e scoaz cleiz e zeo blesset.