Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35


Hac ho polonte vad o deveus va charmet.
Lavaret a ellàn hardi ne voa qet bet biscoas
Gant qement a blijadur oc’h antren en eur plaç.
Ho ty so situet, qen tòen, qen muraill,
Eur plaç a blijadur, n’en dêo qet hep marvaill.
An nep en deus composet ar portret eus ho ty,
A zo eun den a speret, na fell qet dìn doueti.
Ne allet qet, va mignon, dont da baea ervat
Eun architect habil, ma na labour qet mat.
Me a zo bet o vale en calz eus a vroyou,
hac e meus goneet nombr bras a victoriou :
Mes hor Zalver beniguet a zo mervet er groas,
Qercoulz evit ar pinvidic evel evit ar paour, sivoas !
Eun amitie sincer o zeo va c’hevridi.
Eur femelen yaouanq zo maguet en ho ty.
Caret gant eun den yaouanq zo demeus ar c’hanton,
Hac a zo deut hirio an de d’e assignation.
E hano êo ………… brêmàn n’el lavarìn ;
Mes me en lavaro qentoc’h ma finissìn.
Prest òn da finissa hac ive da gommanç :
Mar parlantàn davantach, me am bezo setanç.
N’estimàn eur procuror o tifen e gojou,
Ma na c’hone e broces ha diounte ar gaou ;
ha mar cavàn-me c’hoas teir güech en odianç,
En durant m’ez selaouìn me am bezo setanç,
Rac roue absolu òn, mar qirit va chredìn ;
Pa choulàn va c’hevridi, o râànqit o rêi dìn.
Me êo ar Roue Arthur, puissanç souveren,
Breiz-Izel en antier zo dindan va c’hourc’hemen ;
Ia, en assuranç, güir Roue ar Vretonet,
Hac Autrou en Breiz-Izel d’an Noblanç, ha Princet.
Da guenta, evit commanç, breiz zo dìn en antier,
Montroulez ha Lanneur, Lannion, Landreguer,
Pontivi, Qemperle, bete güele Leon,
Castel-Lin, Porz-Louis, ar C’hroazic ha Crozon,
Ar Faouet ha Sant Nic, Cast, Moelan, Poullaouen,