Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31


Ne ravodit qel va fenn dìn, autrone,
Diouz ar pez c’houlennit diganén me  ;
Rac mar ho pe diganén-me tennet
Ar gaera demeus ar merc’het.
Goude diouzòn-me c’houi a c’hoarzfe,
Hac el leal, rêson mad ho pefe,
Ne grenàn, na ne chenchàn liou ;
Ma n’am be qet ac’hann, mo dremeno abiou :
Ma vemp-ni ganêc’h-hu refuset,
Ni a gavo el lec’h all merc’het.
C’hoarvezout a ra ganêc’h evel ar merdeadi,
A ya oll da naov heur da zebri dijuni,
Ha goude e vent enpad an de neuze o naviga,
Allas ! alies o clasq, o ranqont rabata.
Va mignon, na chommit qet aze d’ober brud,
Lipit bremàn ho peg hac hit buan d’ho clud.
Pa voac’h-hu êru gant an hent,
Me sònje dìn e voac’h eur vanden sent ;
Mes bremàn e credàn a dra certen
E zoc’h eur vanden merc’hetaeryen.
Me a ya da zivoucla bremàn va boutou,
Evit mont da zispen va roudou ;
Rac evit ac’hann, var a velàn,
N’hor bezo netra evit bremàn.
Mar d’oc’h attachet, en defot merc’het,
Me a lavaro dêc’h e pelec’h sur e qefet :
Mar qerit mont da vourg plougonven,
E cafot eno eur plac’h evit eur grampoezen
Sac’h ar bier ! ar re-màn afat a zo tud,
Coulz ar re vras hac ra ro vunut ;
Evit qement a meus bet dê lavaret,
Ne reont van ebet evit dont d’am c’hlêvet.
Me a vel ervad e ranqàn sur plega,
Terri ha brech ha gar hep en em vlessa,
Ha dont d’e digass dêc’h amàn da dal an nôr,
Da c’hout ha c’houi oerecevo gant calz eus a enor,