Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30


Me, va mignon, a zo oun den yaouanq
hac a zo bas eus a sqiant ;
Mes, mar dòn ignorant a dra sur,
N’en don qet ignorant dre natur ;
Rac ma noc’h eus qet anavezet va zad,
Mea rayo dêc’h anavezout e vab.
Ober a rêr dìn calz demeus a enor,
Güelet eur seurt compagnunez etal va dor ;
Mes ret eo dêc’h ervad lavaret dìn, va mignon,
demeus a betra e zeus qestion.
Gant ………… e zôn bet sortiet,
Demeus a ………… dre o gared,
da c’houlen dezàn da zont da eureuji :
………… a rêr eus anezi.
Tri embann, va mignon, oc’h eus bet clêvet
A zo bet lennet dissul gant ar bêleg :
Ha fennos, gant ar c’hraç a Zoue,
Hon eus sònch mad da gass ar bêvare.
Mar deuit, va mignon, bremàn d’hon rebuti,
Ni ho laqay souden da gaout eun troatad fri,
Hac e viot condaonet da baea an amand,
Ar pez a gousto dêc’h eun nebeudic arc’hant.
Va mignon, na lavarit qet a c’hevier ;
Güell eo dêc’h lavarat bremàn ho Pater ;
Rac bremàn-sounn, dre abiou ho fri,
Me a meus-hi güelet duont en penn an ty.
Doue en deus lavaret biscoas den en ên n’êo antreet
Nemet gant courach en defe combattet ;
Ha c’houi, va mignon, n’ho po qet ho plac’h,
Na ronqfot disputi eur pennadic mad c’hoas.
Glorius en ho cavàn meurbet,
Va mignon qer, gant ho merc’het ;
Ar merc’het a zo goall bejou, hac a scô evel diaoulou,
Ha pa doront o c’hêyelou, e c’hoariont gant o inqinou.
Evidòn-me a lavar crenn :
Birviqen en maouez ne fifen.