Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29


M’am bije gouezet e teujec’h hirio d’am güelet,
M’em bije da fest preparet treid siliou, ha re arinqet,
Pêvar gartier eur guellyenen,
Ha diou scouarn eur verryenen.
Dont a ràn meurbet d’en em estoni,
Pa glêvàn peguer caër fest ho poa demp da brepari ;
Mes mar qirit dont dissul goude an oferen-bret,
Ni a breparo dêc’h ivez eur banqet :
Ni hon eus laqet dêc’h deus ar ber
Luz, alamandez, trinchin, mesper.
Hoc’h asistant, mar plich dêc’h, compagnunez,
Me ho ped da laqat meurbet eves,
Rac eur goall barti certen a velàn amàn ;
Mil aon a meus na golfen gantàn.
Eur groug-lassiq hor boa stignet,
Eur goulmic voenn hor bea trapet ;
Mes, allas ! ne voa qet goal gre,
Hac e zêo, sivoas dìn, achappet adarre.
E asqel glêi a zo torret, achap a bell ne alfe qet,
Hac hon eus clevet lavaret e zê amàn eo disqennet.
Yaouanq òn sur er bed, ar c’hustumou n’ouzòn qet :
Rac me ne meus qet studiet evit goulen na rêi merc’het :
Mar deu dìn lavarat netra sot,
Mar plich ganêc’h em excuzot.
Dre ma zòn deut da dal an ty,
Ne garfen qet sur dont d’ho choqi,
Na d’ho repren, na d’ho facha ;
Rac certen an dra-ze a ve sur ar goassa.
Mes evit cavet tro da barlant,
Ma vo a propos va c’homplimant,
Excus ha pardon a c’houlennàn :
pa blijo ganêc’h e comzìn bremàn.
Seblantout a rit beza habil,
hervez ma velàn, eus ho pabill ;
Rac-se e carfen gouzout ouzoc’h
Petra a glasqit, ha piou oc’h.