Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28


Hor c’halonou memes a rente oll contant.
Rac e hini e-unan a zo pareillamant guyê,
Evel ma ve an deillou er güez en fin mis maë :
Memes qen a sònch dìn en devez a hirie,
E deveus astennet deg vlavez eus va bue.
Graç deomp d’en em velet er pales celestiel :
En hano an Tad, ar Mab, hac ar Speret-Santel.
Eno gant hon Æl-mad ni vo represantet,
Pa vo ret renta cont dirac Salver ar bed ;
E vo lennet an decret, hep hor favorisàn :
Demeus o meritou e vo barnet pep-unan.
Mar e meus choqet den dro re a liberte,
E c’houlennàn mil excus digant ho majeste ;
Bet e meus ho cònje, gant ho permission,
Me ho trugareca deus a greiz va chalon.
M’ho ped d’am asista evit e c’hundui,
Ma zefont gant enor d’e c’hass da eureuji.

Rimou evit goulen ha rei Plac’het da eureuji.

Orsus eta, compagnunez,
En em retirit oll a gostez,
Evit m’am bo an avantach da barlant
Amàn, en ho presanç, en langach eloqant.
Ne ouffen qet certen ober eur güelloc’h tra
Eguet dont da ober Sin ar Groas da guenta.
In nomine Patris, et Filii,
Et Spiritus-Sancti.
Ha neuze e lavaràn Amen.
Evit êchui ervad va feden.
Debonjour ha joa en ty-màn :
N’en dêo qet ………… a chom amàn ?
Ia, va mignon, eun action vad oc’h eus grêt,
Dre Sin ar Groas pa zoc’h commancet :
Me a ray ive coulz ha c’houi
In nomine Patris, et Filii,
Hac evit êchui ervad va feden,
Et Spiritus-Sancti, Amen.