Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





RIMOU,


DISCOURSIOU HA GOULENNOU


EVIT AN EUREUJOU.


————


Discours pa zêr da bedi da eun Eured.


SALUD dêc’h oll, compagnunez,
Dre ar zalud e commançàn va devez.
Me a zo deut da doull ho tor
Gant calz a joa hac a enor :
Antreet joaüs en ho ty
Gant eur c’hoant vras d’ho saludi.
Da Zoue e rentàn ar zalud humblamant,
Ha goude me ray va c’homplimant.
Piou eus an ty-màn a bedìn-me da guenta ?
Pedi a ràn ar mestrou ha qement zo ennâ :
Mar deus domestiqet en ho ty,
En o fedàn ive qercoulz ha c’houi ;
Rac re a labour am be-me
O pedi an eil goude eguile
Da zonet hep faut da eur Banqet
A vezo evidomp preparet
Gant Mari Lipiq ha Yan Baron
Pere ho ped ganemp-ni a greiz calon :
Fixet eo an devez da Zemeurs qenta ;
Rac-se, mar plich ganêc’h, deut oll da asista.
En Plouyan vo an Eured hac en ty Flampez ar Banqet :
Mar plich ganêc’h en em gafet hac o vimp contant rentet.
Me ya da gonta dêc’h eur veach :
Dont a reot da… da guemer ar plac’h ;