Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8


Eo fall pennou loe avelet ;
Ha mac’h attrappit pleurezi,
N’em em glemmit qet ouzomp-ni :
Beza oc’h eus pep liberte,
Grit ta diouz ho commodite.
G. Penos eta ! va güir vignon,
Me ho cav eun den a fêçon,
Hac e laqen ebars em speret
E vijen bet ganêc’h pedet
Da laqat an tan var va fiben,
Dre ma zomp güir amezeyen ;
Neuze souden, en eur fumi,
Me a lavarje va c’hevridi,
Hac er fin neuze va C’homplimant,
Ha mar bije d’ho santimant,
Ho pije bet ar civilite
Da offr eun tam hac eur banne.
Ma vijec’h bet qen aviset,
O pije sur calz gonezet,
Rac me a dleye he pedi
Da zont ganemp da zijuni,
Ha goude zo c’hoas da leina,
Hac erfin goude da goania ;
Mes pa na rit demp qen enor
Nemet da zivoal toul ho tor,
Ha chom qer fier en hoc’h èz.
Evit hon delc’hi-ni ermèz,
N’en doc’h-hu qet eun heretiq
Pe mab d’ar fals-pinvidic ?
R. Selaouit mad, va c’hamarad ;
En em entent a gaffen mad.
Ni hon eus güelet avichou
Certen tud a vandennou
Oc’h antren ardiamant amâ,
Hac o tonet da zifframma
Qig hac anduill, lin ha qig sall,