Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9

douchin mui ho per. Cridi mad a ran se ; eme Mizer ; mes epad ma talc’hàn ac’hanout, e fell dìn da laqat da baea mad ar pez ac’h eus laeret dìn. Nan, nan, eme Mizer, na qarter na pardon : ezom bras ameus a arc’hant ; mes na fell qet dìn caout ; muioc’h a blijadur am bezo ous en em venji diouzout, pa zoun ar mestr. Mont a ràn atao da zestum brench a bep tu, ha pa êruin, te vouio deus va c’hêlou ; da c’hortos, qemer paciantet. rac amzer a pezo da ober da examin a goustianç. Ah ! ah ! canfardic, emezàn c’hoas, carout a rit eta ar per meür ? Sur aoüalc’h me o miro evit ho peg.

Mizer o veza eat en e hent, a lezas ar paour qeaz debrer per var e vezen, e pelec’h na cesse d’en em efforci d’en em distaga, hep gallout mann. En em laqat a eure da hirvoudi ha da grial qer crén, ma voe clêvet gant an dud divardro. Dont a rejot evit e sicour, o sònjal e voat o laza unan benac ; ha daou ozac’h o veza diredet var al lec’h, a voe surprenet bras o velet ar paour qèz er vezen o clasq disqen, mes inutilamant.

Petra ar gibet a res-te aze, guinaouec, eme unan anezo ? Perac na zisqennes-te qet ? Ah ! va mignonet qèz, emezàn en eur vouela, ar c’hoqin cos Mizer, mestr ar vezen-mâ, a zo ur sorcer : tremen div-heur zo emòn var ar branc-mâ, hep gallout en em distaga ountàn. En em drompla a res, eme eguile, Mizer a zo un den an honesta ; neo qet pinvidiq, mes evit sorcer, foeltr troad dezàn n’en deo ive, rac autramant e velfemp anezàn en ur stad eürussoc’h. Marteze eo dre volontez Doue eo e zout peguet aze evelse, evit beza bet laeret dezàn e ber. Petra benac e ve, ar charite gristen hon oblich da zoulagi ac’hanout. En eur lavaret se e trapjont peb a vranc, hac e pignjont er vezen en avis diambarassi al laer ; mes na eljont james en ober ; qentoc’h o devije difframmet e oll vemprou eguet en tenna ganto. Goude a bep seurt effortjou inutil, en em leverjont sebezet oll : a feiz d’am douchic, sorcet eo sur ; ne zeus mui netra da ober ; ret eo avertissa