Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5

eme Paul ? Cetu êru an nôs ; mar bemp recevet evellen en oll tyes, hon eus risq bras da dremen hon amzer fall aoüalc’h. Doue a bourveo, eme Pêr ; tleout a reomp, evel m’er gouzoc’h coulz ha me, en em gonfia ennàn. Mes, emezàn, en eur drêi, cetu amàn, a sonch dìn, ar vrac’h côs gant pehini hon eus comzet dija, hac a zisquel beza fatiq bras ; emedi o tisquiza var ur men gant e lingeri. Hy eo sur, eme Paul. Mad e ve, eme Pêr, goulen ganti pelec’h ec’h alfemp loja. Paul a c’houlennas outi e pelec’h eus ar guear ec’h allie an estranjourien loja hep paea, evit un nosvez hepqen. Me garfe, emezi, ec’h alfen ho repui, a greis calon e ve, rac guelet a rear e zoc’h tud a fêçon, mes me zo ur baoures qèz intanvez, hac an dra-se a rêfe clabaudi. Gouscoude, mar qirit va gortos, ha caout un nebeudic paciantet, em amezeguez, ha tost d’am tyic, pehini a zo er penn all da guêr, hon eus ur paour qèz côs, hanvet Mizer, pehini en deveus ive un tyic soul, tost d’am hini, hac a ello ho repui evit fennos. A galon vad, eme Paul ; ît da ober hoc’h afferraou, ha ni ho tepordo amàn. An hini gôs o veza antreet e ty an autrou Richard, ha laqet he goalc’haden da zec’hi er c’halatrez, a ziredas da gaout hon daou beacher, pere a exerce o oll vertuz evit nonpas en em impacianti. Deu ganén, emezi, ha qerzomp buan, rac ur pennadic mad a hent hon eus da ober, hac e vezo nôs sur aroc ma vezimp êruet d’an ty.

Aruout a rejont, hac ar vreg charitabl-se o veza scoet var dôr he amezec, e voent pell bras o teport ma vije digoret dezo, rac ar pot côs a voa dija cousqet, peguement benac ne voa qet ouspen c’houec’h heur-anter. Sevel a eure pa anavezas mouez e gommer, hac e c’houlennas outi gant douçder petra a voa evit he servich. Plijadur vras a rafec’h dìn, emezi, o tont da rêi lojeis da zaou baour qeaz na ouzont pelec’h trêi o fenn. Pelec’h e mant-i ? eme ar-pot côs, en ur sevel buan. E tal ho tôr ; emezi. Ah ! guell a ze, emezàn ; alumit dìn va lampr,