Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4

davantach. O veza trapet Paul, en em abritjont dindan ur vezen, hac o sonjal petra a rajent, e voant ambarrasset. Guelomp, eme Pêr, petra a êruo : risqomp ar paqad. Neus fors peguen avaricius eo Richard, marteze e vezo honest en hon andred ; ar seurt tud-se o deus avichou momentchou mad.

Alon, eme Pêr, me za da zouguen ar gomz ; me garfe a greis va c’halon beza dija quittes a se, hac e vemp en em dennet. Eruout a reont enfin e tal dôr an autrou Richard, evel ma zê d’en em laqat ous taul. Sqêi a rejont goustadic var an nôr, hac ur mevel o veza diredet buan a c’houlennas outo, en ur c’hrognal, petra a fallie dezo. Paul er pedas, abalamour da Zoue, da supplia e vestr da accordi dezo ur c’hoignic eus an ty d’en em repui, rac fatic bras e voant. Calz a boan a guemerit, va zud qeiz, emezàn ; mes, amzer gollet eo : va mestr na loch den. Credi a ràn se, eme Paul ; mes grit dìn an amitie, en graç, da vont da lavarat dezàn e souhetomp caout an enor d’er saludi. A feiz d’am distac, eme ar mevel, cetu-én aont var dn treujou : cauzeit outàn oc’h-unan.

Piou eo an dud-se, eme Richard d’e vevel, gant ur voez brutal ? Goulen a reont da loja, eme ar mevel. He bien, guenaouec, ha na elles-te qet lavaret dezo ne deo qet va zi un hostaliri ? Er c’hlêvet a rit, autrone, eme ar mevel dezo ; n’em boa-en me qet er lavaret deoc’h ? Paul o tostât gant aoun ous Richard, a lavaras : allas ! autrou, emezàn, gant un ear truezus, dre an amzer fall a ra, e ve ur charite vras, mar plich ganeoc’h, dont da accordi deomp, evit an nôs-mâ hepqen, ur c’hornic eus ho ty, evit un diou pe deir heur hepqen. Cetu ase tud goal iffrontet, eme Richard, en ur sellet ous e vevel ; ha perac, mastoqin, e lezes-te antren ebars va zy ur seurt canailles ? It, ît, emezàn, gant un ton figus, da glasg lojeis e lec’h all ; va zy, emeus lavaret deoc’h, neo qet un hostaliri ; hac e serras an nôr deus o fri.

An amzer fall a bade bepret. A betra e teuimp-ni,