Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12

e oll ezomou, souffr a rê calz ; mes ar baciantet a gommande d’e oll actionou ; e joa voa beza én e-unan mestr eus e vezen : qementse a zalc’he dezàn lec’h a dout.

Un devez, na sonje e netra, o veza azezet tranqilamant var an douar en e dy, e clêvas sqêï var an nôr, ha ne voe tam estonet o receo ur visit pehini evit güir a c’hortoze, mes na vouie qet a voa qer tost : ar Maro eo e voa, pehini oc’h ober he zro dre ar bed, a voa deut da anonci dezàn e tostae e heur, hac e teue evit e zelivra demeus e oll maleuriou, pere n’er guittajont biscoas abaoue ma voa en buez.

Deut mad ra vezot, eme Mizer d’ar maro, hep en em geni, en ur sellet outi hardimant, evel un den da behini ne rê nep aon, dre n’en devoa netra a fall var e goustiânç, rac m’en devoa bevet bepret evel un den honest, peguer paour benac e voa.

Ar Maro a voe meurbet surprenet ous e velet qen hardis dirazi. Penaus ! emezi, ha ne c’heus qet aon diouzìn, me pehini a laqa da grena, gant un tol lagad hepqen, qement den zo var ar bed, adalec an den disterra betec ar Roue ? Nan sur, eme Mizer ; na rit dìn nep aoun. Pez seurt plijadur am eus-me er bed-mâ ? Pez seurt angajamant a velit-hu ac’hanòn-me o qemer enni, evit caout an disterra chagrin ous he c’huitât ? Poan aoüalc’h a meus hep se ; ne meus qet eur meutad douar dìn, sepet an tam cos caborel-mân, ha va guezen ber, pehini eo hepqen va zad maguer, dre ar per caer a velit e ro dìn bep bloas, ha pehini a velit a zoug c’hoas calz ; ha mar deus un dra benac er bed capabl da ober poan dìn, n’em bez biqen nicun, nemet an attachamant ameus d’ar vezen guez-se, pehini am mag, abaoue qen alies a vloavez ; mes evel ma ranqer en em decida ganeoc’h, ha na servich qet rêsoni ouzoc’h, pa fell deoc’h e vec’h heuillet, qement tra a zeziràn, hac ho pedàn da accordi dìn arauc ma varvìn e zeo m’am bezo c’hoas ar blijadur da zêbri en ho presanç ur beren eus va guezen ; goude se na c’hou-