Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11

Neo qet ar madou o deus bet biscoas varnòn nep pouvoar, eme Mizer. Gouzout a ràn e comzit evel tud a fêçon ; mes hac én zo just en defe profitet eus va zra, hep na gavìn da viana, ur recompanç benac ? Me a baeo ar pez a guerot, a grias al laer, en beg ar vezen ; mes abalamour da Zoue, grit dìn disqen buan : souffr a ràn poaniou horrupl.

O clêvet gementse, calon Mizer a rea tic-tac, hac e pardonas dezàn ; hac evit disqeuz ne voa qet an interest en rente generus, e lavaras d’al laer e rê presant dezàn eus a guement en devoa qemeret, hac e zea d’en delivra, mes gant ar gondition ma touje penaus biqen na deuje vardro e vezen, hac e pellage outi bepret var hed cant pas, dreist oll pa vije mëur ar per.

Oh ! eme ar paour qèz, ma crogo ennòn evit atao ar c’holica, mar tostaàn foeltr biqen d’ar vezen daonet-màn, memes var hed ul leo… Aoüalc’h eo qementse, eme Mizer : Disqennit : libr oc’h ; mes na zistroït mui, pe ho pezo qeuz. Ar paour qèz a voa qen morzet, ma rencas Mizer, evitàn da veza toc’hor bras, e zicour da zisqen gant ur sqeul, rac ar re all na gredent qet tostât ous ar vezen, qement a respet o devoa eviti, rac aoun da veza peguet adare.

An dra-mâ a voue qer brudet dre ar vro, ma comze pepini ous se hervez e speret. Ar pez zo a zur, e zeo n’en deus credet den tostât abaoue eus a vezen Mizer, ha na zeus nemertàn bremâ a zestum ar per.

Ar paour qeaz Mizer en em selle evel eürus bras da veza loget daou estranjour pere o devoa procuret dezàn ur seurt pouvoar. Ret eo conveni evit güir e zoa evit nebeut a dra ; mes pa obtener ar pez a zezirer, e conter se evit calz. Mizer a voa coutant eus e fortun, evel ma voa ; tremen a rê e vuez bepret er baourentez ; mes beza en devoa ur speret qen laouen, m’en em gontante da jouissa en peoc’h eus e vezen ber, pehini a voa e oll fortun.

Gouscoude, an oad vras er c'honeze ; n’en devoa qet