Pajenn:Ledan - Histor ar bonom Mizer.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ





HISTOR AR BONOM MIZER.


————
PENN-CAUS AR VIZER.


————


En amzer ma voan er servich, e zen da gozeal avichou gant person côs ar barros. An den venerabl-se a garrie conta historiouigou pere a laqe an asistantet da c’hoarzin a greis calon. Cetu amâ unan eus anezo, hac a verit beza anavezet ; hac evel na zeus enni nep qestion nemet eus ar Vizer, a behini en devoa dorlotet bras va fenn, e recitìn anezi evel m’he c’hlêvis. Cetu-hi amâ.

Caout a reot habec, autrone, eme ar pautr-côs, dre na zàn da gomz deoc’h nemet eus a Vizer : pepini, emezàn, en deus e rêsoniou, ha na voüifec’h qet va re, ma n’o explicfen qet deoc’h. Na ouzoc'h qet, marteze, penaus ar guir-se a Vizer na vez qet lavaret evit netra, hac e zeus nebeut a dud a voar penaus an hano-se a zo hini unan eus ar pennou qenta eus va farros, pe evel a lavarer, coq ar barros ; pehini gouscoude na voa qet pinvidic, mes den honest e voa, peguement benac ne zeus nemet mizer en e dy. Dommach bras eo e zeo qer nebeut caret ar parrossien qèz-ze a behini ar galon a zo qer nobl, qer generus, qer mignon mad, qer prest da renta servich en occasion, qen affabl, qer civil ! Anfin, petra a lavarìn-me deoc’h ? un den eo hep e bar, ha n’en devezo birviqen.

Mont a rit marteze da gredi, eme ar person atao, en ur fumi e gornedad, penaus ar pez e zàn da gonta dêc’h a zo ur rismadel grêt hepqen evit ho laqat da c’hoarzin, abalamour na gomzer enni nemet eus a Vizer paour. Na ouzer qet just, evit güir, e histor ; mes protesti a