Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 4 ]

tet ar guistinen ; rac an ear, ouz en em sqigna, a guev ur passach dre behini ec’h achap libramant.

G. Perac, pa laqer dour pe vïn en ur voutaill gant un antonouer, e suill hep m’en em garg ar voutaill ?

R. Abalamour an antonouar a stouf just gouzoug ar voutaill, ha na lez nep passach d’an ear interior, pebini o veza chasseet dre an dour, eus a behini ar poez a so crénvoc’h eguet hini an ear, a so forcet da sortial dre digor an antonouer, hac a bouls an dour.

G. Perac, pa rêr tân, e pign ar mogued ?

R. Abalamour an ear a encern an tân, o veza sqignet dre an domder, en em sav varzu an nec’h, en eur dreina al lodennou vian eus ar mogued, pere a so scànvoc’h eguet re an ear ; evelse un dra scànv, plonjet en dour, a deu atao var gorre.

G. Perac e varv ar pesqet en ur stanc, pa vez scornet stard ar stanc ?

R. Abalamour an ear necesser d’o alanad, ha dre se d’o buez, na ell mui êruout en o bete. Important bras eo eta ober toullou e meur a andret eus ar scorn.

G. Perac na dleer qet laqat an dud beuzet a fenn d’an traon ?

R. Abalamour ma zeo nebeutoc’h an dour o deus evet e deus a asphixiet eguet ar manq eus a droydelladur an ear ; mar laqer eta o fenn d’an traon, e zeo ur güir voyen d’o mouga, en eur brodui un dastum goad etrezec