Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
FANCH-COS
HA
MICHEL-PIPI.
————
G. Perac en amzeriou tom, ha dreist oll en un
amzer arneu, e zomp-ni lourd, scuis ha dies ?
R. Abalamour an ear, sqignet dre an domder pe carguet a c’hlebor, na boez miii varnomp gant nerz avoalc’h evit delc’hel ingalamant an hini en em gav en diabars ar c’horf, hac an ear interior-se ouz en em sqigna, a occasion ar genamant a santomp neuze.
G. Perac e crev ar c’histin gant trous ; pa n’o faouter qet qent o laqat el ludu tom ?
R. Abalamour an ear ranfermet dindan ar blusqen, o tont d’en em sqigua dre an domder, a agis gant qement a nerz, evit en em digueri ur passach, ma eprouv qement a resistanç ; evelse ive, pa vez teo ar blusqen, eu em fraill gant trous bras. Na êru qet se, pa ve faou-