Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 31 ]


Pronosticou tennet eus ar ganeveden.

Ar ganeveden diouz ar mintin (e cornauc) a verc glao.

Caneveden diouc’h ar mintin,
A so devez ar pelerin.

Ar ganeveden livet caer ha doubl, sin glao.

Ar ganeveden a baris meur a vech bemdez, sin glao abondant ha cuntinuel.

Ar ganeveden goude ur sec’hor vras, sin glao abondant.

Counabrennou disposet en curunennou, hac alies livet a liouyou ar ganeveden, endro d’an eol ha d’al loar, dreist oll pa sav an astrou-se, a so sinou glao abondant.


Pronosticou evit ar sêsoniou.

Nevez-amzer glaoec : calz a foen, nebeut a hed.

Nevez-amzer yen : eost divezat.

Nevez-amzer tom : frouez prénvedec.

Nevez-amzer sec’h : hân humid.

Gouân humid : nevez-amzer humid.

Hân humid : discar-amzer sclêr.

Discar-amzer sclêr : nevez-amzer humid.


FIN.