Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 30 ]


Pronosticou evit ar glao.

Ar glao a c’hlebor an douar hac a sqign ar frescadurez hac ar frouesidiguez ; carga a ra an ear a vorennou teo, a denn ar plant dezo, dre o deillou ha dre o c’hroc’hen. N’en deo nemet dre se en em vev ar plant eus ar vroyou sec’h ha sablonus.

Tleout a rer sellet evel sinou a c’hlao :

1 Ar gounabrennou bras, du, gris, spaçus er memes tra, pe dastumet evel meneziou pe reyer berniet.

2 Ur gounabrennic gris foncet pehini en em disqeus en un tol en abardaeziou an hân, var un oabr sclêr.

3. Ar gounabrennou en em dastum d’ar c’hostez control d’an aveliou Su ha Cornauc pe a so poulset dre aveliou control, evel ma-zeo casi oll aveliou arneuec.

Ar gounabrennou a encern ar meneziou pe en em drein en dro dezo ouz en em sevel varzu o lein.

Ar gounabrennou o tont diouz ar Su, hac ar re pere, opposet d’an eol, a bresant liouyou ar ganeveden.

Lavaret a rêr peurvuia :

Deiz gouel Sant Medard, pa ra glao,
E ra daou-uguent deiz atao ;
Ha deiz Sant Gerves, glao pa ve
E pad daou-uguent deiz goude.


————