Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 29 ]


An aveliou a êru el loariou nevez hac er c’hannou a annonç ur chenchamant amzer.

Pa baris al loar brassoc’h eguet an ordinal, pa baris oval, pâl, goloet eus a ur voel tenval, hac encernet demeus a ur c’helc’h, qemgntse a so sinou a c’hlao.

Ar bempet dervez eus al loar a so sujettoc’h d’an tempestou, herves remercou ar vartolodet.

Al loar o veza bet cuzet gant counabrennou, mar c’hoez ar bêvare devez avel Su, an amzer a vezo fall epad oll padelez al loar.


Pronosticou var ar yenien.

Sin a yenien eo :

Pa zeo vif tan an oaled ; pa en em anflam buan ar c’heuneud, hac en em dua en glaou.

Pa zeo nombrus ar stered, brillant ha boujus,

Pa en em dastum al lapousset en bandennou, ha pa dostaont d’an ties.

Pa zeo sec’h ha ridet an daouarn.

Pa zeo divezat ar c’hoez-deillou.


Pronosticou var an avel.

Sin a avel eo :

Pa veler un niver bras a stered o coeza.

Pa zeo rus an eol pa ya da gousqet, pa za ar gouabrennou buan.

Pa zeo guenn an eol en eur sevel.