Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/31

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 27 ]





PRONOSTICOU
TENNET EUS A STAT AL LOAR, HAC EN GENERAL EUS A VEUR A DRA ALL.


————


Amzer fall.

Cundu an den hac an anevalet a zalc’h calz eus a chenchamanchou an ear en e stat a starderez, a c’hlebor a demps an ear, etc.

Pa dosta an amzer fall, ar rem, ar gouliou ancien, ar c’herniel treid a neveza ar boaniou.

Al lapousset dour en em sav var o fattou, a sco o diou-esqel, a bouls criadennou hac a seblant eu em rejouissa ; ar güenniliet a nich izel bras ; ar c’hegui a gân diouc’h an nos da heuriou digustum. An dubeet a sao prim en ear.


Ar Plant.

An deillou melchen en em eüna ; an ascolen a stribill ouz un treust, en em stard hac eu em serr, lostou ar c’hivni goez en em dro calz.


Traou hep buez.

An trous a bell a glêver güelloc’h ; ar glebor ha calz a draou ; c’hoesidiguez ar c’hoad ; ar c’hoes crénvoc’h