hac a grie ivez eus a nerz e gorsaillen : mignonet, tostait… D’ar gist mad ! d’ar gist mad ! Pevar goennec ar voutaill, pevar goennec ar voutaill. — Ah ! eme ar vreg, ar fripon-se a vezo caus na verzìn banne gist ! Oll e tiredet d’ar gist a bêvar goennec, hac en nebeut amzer e voe scarzet ar variqen. Anfin, pa voe golonteret, e teujot d’ar vreg, da c’houlen eus e gist, o sonjal e voa matoc’h. Mes, ô maleur ! pa zeas da drei an alc’hoez, na sortie strill, hac hi o coll paciantet hac o tenna ar bond… Ne voa mann er varriqen. An hostis all en devoa grêt un toull e penn adren eus e bariqen, ha goerzet evit pêvar goennec gist ar vreg qèz. Sonjal mad a rêr ne voa qet bet o lavarat dezi peur e zeas en e rout, hep laqat e dreid en e c’hodellou.
— Un autrou, o tistrei diouz ar chasse, a voa prest da vervel gant ar sec’het ; caout a reas ur feunteun, ha dre ma en devoa tom bras, ec’h evas dour en tu-all d’e ezom. Mes clàn bras en em gavas en eur êruout en e dy, ha ne zaleas qet da vervel. E heritour, pehini a voa paour aroc, o tremen e qever ar feunteun-se, a lavaras gant ar brassa anaoudeguez, o sellet outi ! Ah ! feuntenn miraculus ! te a c’heus grêt daou dra gaer : te a c’heus yac’het va eontr diouz ar sec’het, ha me diouz an naon.