Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 20 ]


R. Pa grog ar chass en o fesqennou.

G. Perac e tro ar c’hi teir guech qent eguet cousqet ?

R. Abalamour ne voar qet pelec’h e mâ penn e vele.

G. Petra na voe biscoas na ne vezo biqen ?

R. Neiz logod e scouarn ur c’haz.

G. Perac e rear forniou er c’hæriou ?

R. Abalamour na ell qet ar c’hæriou beza grêt er forniou.

G. Petra en deus qerniel en e ziadraon ?

R. Ur sac’h

G. Pehini eo propra deillen so er c’hoad ?

R. An deillen qelen eo, rac n’en em dorcher qet ganti.

G. P’eur eo e ra muia a boan d’an dent d’ar mestri eguet d’ar servicherien.

R. Pa zebr re ar servicherien, herves e c’hrat.

G. Perac e laqer qentoc’h ur c’hoq eguet ur yar e beg un tour ?

R. Abalamour en ur laqat ur yar, ha ma teufe da dosvi, ar viou en ur goeza a dorfe.

G. Pere eo an dud na yeont qet d’ar procession ?

R. Ar re a chom da son ar c’hleyer.

G. Peseurt tud a c’honit o buez en eur arguila ?

R. Ar gordennerrien.

G. Petra na vel Doue james, ar roue ralamant, hac ar paysant alies ?

R. E bar.