Pajenn:Ledan - Fanch-Cos pe Perac hac Abalamour ha Michel-Pipi pe ar farcer breton, 1837.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 10 ]

vroyou penn ar bed, e pelec’h e zeus meneziou scorn eternel, pere a sqign ur yenien vras meurbet. An avel-se, a hend all, a dreus calz a vôriou eus a bere ar vorennou a form gounabrennou a zigas gantàn.

G. Perac an avel Gornauc, pehini a dreus an Ocean, ha ro qet atao glao ?

R. Abalamour an avel-se, evitàn da zont eus ar gornauc pe deus a bep poent all e pelec’h ec’h ell en em garga a vorennou, a c’houez avichou en ur seurt direction, mar tissip ar vorennou-se en un hueldet avoalc’h eus a ear evit ma ellint en em starda dre ar yenien, hac en em reduisa en tacadennou glao.

G. Perac an avel a ra trei ar velinou avel ?

R. Abalamour pêvar asqel ar velin a so evel qen alies a linvier, hac e presantont o faç a gostez d’an avel. An nerz a agiss hep cess var ar peder asqel-se, troet a du, o forç da arguila ; hac e zeo en eur guemer ar mouvamant-se e troont hep en em arrêti.

G. Perac certen plant a zivoan var an touriou, var ar vuraillou ?

R. Abalamour an avel a sav, gant ar poultr, an had eus ar plant-se, pere a so laqet da germi dre ar glao.

G. Perac an dour a deuz ar sucr, an holen, etc. ?

R. Abalamour lodennou an dour, ous en em sila er sucr hac en holen, a zisparti al lodennouigou o c’hompos, hac e reduisont anezo qen munut, m’en em