Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(9)

zesqent qet lenn : eh bien, greomp evelto.

— Na zisqent qet lenn, eme Fanch ! eh bien ! greomp guelloc’h egueto, en eur desqi.

— Ar vugale a voar lenn, eme Yan c’hoas, a fell dezo e vent dishevel eus ar re all : roc hac ourgouillus int peurvuia.

— En em drompla res, eme Fanch; mes ra deuy an oll vugale da zesqi lenn ; neuze ne vezo da ober etrezo nep azaouez. Na ello nicun tenna fougue da c’houzout ar pez a vouezint oll.

Daou vloaz goude maro o zad, Yan ha Fanch a zemezas, cazi er memez amzer. Fanch en devoa calz a garantez evit merc’h ar mestr scol, hac e temezas dezi. Beza e devoa an oll vertuziou a zere ouz ar vreg fur, ar vreg vad, ar pried carantezus, ar vam vad hac ar venagerez habil. Fanch a voa certen e raje e voneur.

Ar vreg en devoa choazet Yan, a voa merc’h un hostis, a dremene evit pinvidic. Yan a felveze dezàn e vije ignorant e vreg ; na elle rancontri güelloc’h. Madalen na vouie qet lenn, ha ne voa qet evit se na güelloc’h labourerez, na furroc’h, na matoc’h.

— Un nebeut goude o demezi, an diou c’hoar-gaër en em gavas e Foar-an-Nec’h, e Montroulez. Evel m’o devoa calz a labour o goaset da ober er guêr, n’o devoa qet ellet quittât : an diou vreg a voa deut en o flaç d’ar foar, evit güerza yer, amann, viou, etc.

— Mac’harid, greg Fanch, e devoa, qent sortial eus ar guêr, grêt gaot e goas ar pris e tleye güerza peb tra. Scrifet e devoa qementse var he c’hayeric. Un noten all e devoa grêt eus ar pez a dleye