Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(8)

deuyo ar vouez vras eus ar brovinç en antier, unvanet en interest an oll, da laqat en em selaou, e sqiltro eus an eil peon d’eguile eus ar Franç, hac ar Franç er selaouo.

Ni eta, eguis güir labourerien douar eus hor brô guer a Vreiz, en em hastomp d’en em laqat receo en Association-ze. Na ellomp nemet gounit e qementse ; rac desqi a rimp certenamant profita, en hon interest, demeus ar frouez precius o deveus tennet an dud savant en labouradur an douarou. Un niver bras a autronez a Vreiz a zo en em laqet er Societe-ze, hac ar Roue, atao prest da ancouraji an oll dizoloadurez a rear en interest ar bobl, a zo en em hastet da rei ur som bras evit sicour d’an dispignou demeus ar Societe a Vreizis.

Yan a sqüize, o selaou qementse. Daoust ma voa ignorant, na vanqe qet a anaoudeguez ; ellet en devije desqi, hac e voa muioc’h estimet en comzou eguet en sònjesonou. Marteze e voa un nebeut jalous, avius eus e vreur, pehini a glasqe mechamant izellât ; ha dre antêtamant hepqen eo e nac’he ar vad. Dre m’en devoa commancet da voapât potret ar barros pere a receve un descadurez benac, ne felveze qet dezàn distrei var ze, hac e cuntinue en o enep e gaqeterez flemmus, en eur repeti bep moment an diotachou-mâ hep heana : penos na gonven qet d’ar bobl beza instruet ; penos ar vugale a heuill ar scoliou eo ar re nebeuta capabl da labouriou an douar ; penos ne zeus qet ezom da ouzout lenn evit hada hed, na da c’houzout scrifa evit medi.

— Hon tadou-côs, a lavare-én un devez, na