Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(7)

a sonch eus a labouriou hon tud côs, ar guenta fondation a societe a labouradur an douar eus a stajou a Vreiz, er bloa 1757, dre an A A. Montaudouin, La Chalolais, Abeill, etc. Ar chenchamachou digüezet ha division ar brovinçou en departamantchou, hac ivez rann ar fortuniou bras, o deveus neantet ar greizen guenta eus a sclêrijen hac a avançamant. Dre suit eas ar reol nevez, Associationou a zo en em formet e meur a lec’h. Dre oll hon eus societeou a labouradur douar, pere o deveus rentet calz a zervich. Ma ve possubl hirio unvani labouriou an oll societeou-ze ha guervel ur vech ar bloaz o oll memprou en un assamble vras, an amzeriou tremenet a ve liamet d’an hini a vremâ, hac ar societe gôs eus a stajou a Vreiz a guemerfe a nevez eur vuez a yaouanqis, a oberidiguez hac a anaoudeguez acqüisitet, pehini a drofe e profit an oll bobl eus a Vreiz. Qementse a vez ar pez a zo tremenet unvanet d’ar studi eus a vremâ, o prepari an hent d’an amzer da zont. An Association vras-se eus a Vreizis, unvanet bep bloaz, a velfe en he c’hreiz an dud a vez choaset eus a bep lec’h, pere a rafe anavezout o ezomou hac o c’hoantchou. An den yaouanq disqet en anaoudegueziou nevez, a zicouro al labourer cos, pehini a zisco dezàn d’e dro, ar guentelliou eus an experianç hac eus an evessa. Breiz, placet er penn pella eus a Franç, e deveus e ezemou spicial, alies nebeut anavezet gant an dud a zo er renq qenta eus ar societe ; ha tud a zo eus ar societeou bian, n’o deveus nemet nebeut a voyen evit beza selaouet er momentchou ar muia ezommec. Pa