Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(6)

mignon d’e dad, den a fêçon ha pinvidic, pehini en devoa ar boneur da veza instruet, hac a dleye d’e anaoudeguez el labouriou an douar ha d’an urz en devoa gouezet laqat en e afferaou, al loden vuia eus e fortun, a guemeras e fillor en e dy, hac epad tri bloaz ma chommas eno, e tisqas dezàn qement a zo mad, qement a zo ret da eul labourer da c’houzout evit ober prosperi e zanvez gant enor hac honestis. E laqat a rê da lenn gant ar brassa eves levriou an AA. Ol. de Serr, Parmantier, Dombasl, Beilladegou tud divar ar meaz, laqet e brezonec gant A. Lédan, approuvet gant A. ministr al labouradur douar, ha Simon a Vontroulez, meulet gant an A. ministr an instruction public.

Ajouti a rê e zêo d’an A. Parmantier eo e tleer ar patates e Franç, hac e zoar dleour d’an A. Dombasl eus a un niver bras a issuou mad e labour an douarou. Én eo en deus fontet ferm-model Rovill, e pelec’h e veljot calz a autrone yaouanq pinvidic o qüittât ar c’hæriou evit mont dî da zisqi gantâ ar fêçonniou nevez da labourat an douar. Lavarat a rê : Depordit da gaout un issu mad en ho fêçon da labourat, ha neuze ec’h antreprenot eur reform brassoc’h, gant calz nebeutoc’h a zanjer, gant calz muioc’h a experianç hac a voyen.

Un assamble, eme va faeron, dindan an hano a Association Breizis, zo bet en em formet e Güenet, evit ar c’henta güech, e mis guengolo 1843.

An eil assamble e devezo lec’h e Roason, an 29 eus a vis guengolo 1844.

An histor e deveus lêzet deomp, evel eur feat