Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(4)

ha da denna outàn ar güella profit. Mes allas ! re divezat e voe sclêrijennet.

— Ganes-te, michanç, eme Yan ; rac sònjal a res beza eur savant bras. Va zad a gare ar guelennadurez, emedout ; güir eo ze, mes an dra-ze yoa abaoue n’en devoa mui e benn dezàn. Dre ma poa disqet lenn ha scrifa epad ma voas e ty da baeron, va zad a grede e zoas un doctor bras !

— Ah ! Yan, cede aze eur goapêres fall eus da bers. Hon tad, hep mar, a voa contant e vouien lenn ha scrifa, ha chagrinet bras e voa abalamour na vouies qet qementse ivez.

— Eh bien ! De dón qet fachet ouz se, eme Yan gant humor. Gouzout lenn ha scrifa evit tud eveldomp, a zo ridicul hac inutil. Calonec òn d’am labour ; cundui mad a ràn an alar coulz ha te ; anavezout a ràn va douar ; gouzout a ràn soigni va chatal : gement a zo ret eo ze evidòn, hac e zòn contant. Sònjal a ràn demezi ; he bien ! me guemero eur vreg na vouio nac A na B, hac hor bugale na vouezint qet davantach. An A. Ꝃlorc’h, pehini a zo un den pinvidic hac a voar beva, a lavar dìn e meus rêson, hac e zeo un diotach güelet paysantet o felvezout dezo beza instruet, mont d’ar scol, consulti levriou ha beza cozeerrien gaer.

— An A. Ꝃlorc’h en deus gaou o lavarat se, eme Fanch. Calz a dud generus ha savantoc’h eguetàn, hep douetanç, ne sònjont qet evelse. Nan, neo qet güir, va breur, penos lenn ha scrifa a vez inutil ha ridicul evit neus fors piou, hac evidomp-ni, labourerien, pere a bren hac a voerz ; ni pere a dle derc’hel cont eus hor gounit,