Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(3)

gant se, routinier ha pennec e voa meurbet.

Fanch oa chenchas netra en e ferm a Ꝃgoat ; dre eur zantimant a respet eo memes e lêzas an darnvuia a bep tra en e blaç ; mes gouscoude, ar respet-se n’en dallas qet : ober a eure chenchamantchou e peb lec’h ma cave deread en ober. Sònjal a eure dreist oll güellât e zouarou, en eur adopti ar fêçonniou nevez en devoa güelet laqat e pratic, hac eus a bere an excellanç a voa superiol d’ar re all ; rac ne chenche nemet evit ober güelloc’h.

Eur mintinvez, Yan a deuas da velet Fanch, pa voa o tempsi e zouar, hac er goapâs.

— Felvezont a ra did, emezàn, gouzout hirroc’h eguet da dad, te pehini na chenchfes qet a blaç d’ar pinçin dour binniguet a zo e penn e voele, hac e zez bremâ da zaccaji an douarou en devoa hadet ha labouret !

— Benediction Doue var hon tad, eme Fanch : ma ve beo, e volontez a vez va hini.

— Mes, hirio e zez da ober diouz da benn, eme Yan : n’eo qet güir ze ?

— Ober a ràn, eme Fanch, ar pez a gredàn rêsonabl hac avantajus da ober. Ellout a raes caout sonch, Yan, penos, ar bloaz tremenet, pa zistrois diouz ty va faeron, e lavaris d’am zad e fêçonniou nevez da labourat e zouarou, an implich eürus hac an issu vad eus e fêçon da labourat. Hon tad a gomprenas o avantach, hac a lavaras deomp : Ar bloaz a zeu e vezo ret profita eus a exempl va c’homper. Ah ! hon tad qez en devoa calz a furnes. Na zisprise netra var digare n’en anaveze qet ; mes clasq a rê en anavezout,