Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(21)

en eur güele mad. Mac’harid e devoa tommet ha dastumet mad ar buguel en he güele. O daou e rent o oll bossubl evit sicour ar vreg paour. Souden e commanças huanadi, e tigoras e daoulagad hac e sellas evel egaret endro dezi, en eur hirvoudi truezus bras. Disqeuz a rê souffr horrublamant eus e blesseüriou, occupet gouscoude muioc’h eus ar buguelic eguet outi he-unan : e glasq a rê, en eur zellet gant un druez ar vrassa. Er güelet a reas etre divrec’h Mac’harid, a voa o rei d’ar c’hrouadur un draic benac da zêbri, hac a receve gant plijadur. Daelou stanc a güezas qerqent eus a zaoulagad ar vreg blesset. Sevel a eure e divrec’h etrezec an ên, hac ec’h esseas, mes e vean, da brononç eur gomz benac ; mes na ellas leusqel nemet ur c’hlêm poannius. O santout michanç e tostae he moment diveza, e reas sin da zigaç ar buguel etal he güele. Pozi a eure, en eur grena, e dorn var benn an innoçantic paour, hac e seblantas er benniga a galon. Neuze e reas sin gant he bis e c’hoantae scrifa. Fanch a roas dezi e grayon hac e gayeric. Ar vreg a scrifas gant cant calz a boan ar gueriou-mâ :

» Ar buguel a hanver Paul-Emil a Sant-Privas, mab d’ar c’homt ha d’ar gomtes a Sant-Privas, maro e Barcelon, nebeud amzer zo, eus eur c’hlénved gonezus. Me eo maguerez ar buguel, a meus savetaet, hac en digaçen d’e dad-côs, a chom e Montroulez, pa zeo digüezet ar maleur am priv eus ar vuez. Rentit, me ho ped, va magaden qèz d’e famill, ar c’henta possubl. Doue ha qerent ar buguel a recompanço ac’hanoc’h. Fantic an Duc. »