Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



A houdé guersou m’amied e lare d’ein mollein men guerzenneu. De getan ne vennent ket ou cheleuet.

Mes ind e zalhé arn’on kement ha kement m’ou dès ben er fin me lakeit de sentein.

Elmen é konzé d’ein unan a nehé : « Perak gortoz pelloh ? Reit è cherrein en est é rauk er gouian. Tostat e hra, hui houér erhoal, er gouian ag hou puhé ; mal e vou d’oh enta gober en dastum ag er guerzenneu e hues skriuet a houdé amzér hou iouankis ».

Ama groeit é kement-sé. Er lod brasan a me guerzenneu em es tolpet er livrig men e genigan hiniu d’er Vretoned.

Peder loden e zou ennou :

1° Fablenneu
2° Sonnenneu
3° Kannenneu
4° Guerzenneu diar bep tra

Plijeet get Doué ma tei d’er ré e lénou « Guerzenneu Breiz-Izél » karein muioh ou bro santél, karein muioh eué er brehonek, ieh ou zadeu.

E. S.