Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —



IV

Ur plah iouank e choéjein mé, (ter)
Etré uigent ha tregont vlé.

V

E houiou kondui tiegèh, (ter)
Deurat er seud, gobér krampoèh.

VI

Ha n’em bou ket un damezél, (ter)
E saù hé fen skan én aùél

VII

N’em bou ket hoah ur plah diés, (ter)
Ag e huélér mohet liés.

VIII

Get ur pried a fal imur, (ter)
Penaus em bou mé plijadur ?

IX

Pe vennein mé choéj ur pried, (ter)
D’émen é vou ret d’ein monet ?

X

Ha me iei mé d’en tavarneu, (ter)
Léh ma hès pep sort dirolleu ?

XI

Léh ma vé krollet doh muzik (ter)
Er piano otomatik ?

XII

Er merhed fur hag avizet (ter)
En tavarneu n’ou havér ket.

XIII

E tansal ne gavér énné (ter)
Meit er merhed a fal vuhé.

XIV

Pelleit, o merhied dirollet, (ter)
A hanoh hui ne vennan ket.