Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —



III

Ur guen-hoarh ar hé géneu,
Hi gerh arlerh er binieu,
Hag en dud e lar dehi :
« Louizon, eurus oh hui ! »
Soñnamb ol, soñnamb get joé,
En dé-men a leùiné.

IV

Un dro krol ar er hlazen
E vé groeit é rauk miren.
Louizon get hé fried
Liant mat e saù en troed.
Soñnamb ol, soñnamb get joé,
En dé-men a leùiné.

V

Tud iouank, mal é dichuèh ;
Doh en daul keméret léh.
Deit de glask hou lod chervad,
Bout zou treu mat de lipat.
Soñnamb ol, soñnamb get joé,
En dé-men a leùiné.

VI

Chistr milén, kaer é huéren,
Souben dru ha bara chuen,
Get kig berù ha kig rostet,
Kafé huék ha kaud sukret.
Soñnamb ol, soñnamb get joé,
En dé-men a leùiné.

VII

Arlerh pred, er sonnerion
E gleùér ataù é son ;
Ha ne vou ket kavet ré
E sonnou ker brau eldé.
Soñnamb ol, soñnamb get joé
En dé-men a leùiné.

VIII

Er bombard hag er binieu
E ra joé d’er haloneu :